Ar pennad-skrid da lenn e-barzh Télégramme

Cheñch bro en deus graet stal an oberour binvioù Jorj Botuha. Kuitaet en deus an Alre da vont d’en em staliañ asambles gant Tudual Hervieux e Rieux, e-kichen Redon.

Erruout a ra bemdez gant an tren e Redon, da adkavout e geneiled en e atalier nevez. Abaoe miz Genver eo bet daspugnet stal Jorj Botuha, hag a oa en Alre, gant hini Tudual Hervieux, e Rieux, nepell diouzh Redon. Brudet eo ar soner eus bro Gwened, e Breizh a-bezh : bet eo bet pemzek gwech kampion Breizh ar sonerion daou-ha-daou ! Krouet en doa e stal aozour e 1985. « D’ar vrasañ tout, ‘y eus bet pemp den o labourat genin, a gont Jorj. Met goude 2008 hag enkadenn an argant, eo bet digresket an traoù tamm-ha-tamm ». Tudual Hervieux, 32 vloaz, zo soner ivez. Adkemeret en doa stal e dad, Gilbert Hervieux, e 2017. Labourat a ra asambles gantañ c’hoazh, met a-benn ar bloaz a zeu ez aio Gilbert war e leve. Divizet o deus Jorj ha Tudual labourat asambles en un doare naturel. « Penaos eo deuet ar soñj ‘n em dolpiñ ? O pakañ ur banne e-pad ur fest-noz bennak, sur a-walc’h ! », eme Jorj en ur vousc’hoarzhin. « Me ‘oe me-unan er stal : hir eo an de ‘! a gont Jorj. A-benn ur blez e vo Tudual e unan-kaer ivez. Gwelloc’h e oe labourat asambl’ ! »