Cheñch bro en deus graet stal an oberour binvioù Jorj Botuha. Kuitaet en deus an Alre da vont d’en em staliañ asambles gant Tudual Hervieux e Rieux, e-kichen Redon.
Erruout a ra bemdez gant an tren e Redon, da adkavout e geneiled en e atalier nevez. Abaoe miz Genver eo bet daspugnet stal Jorj Botuha, hag a oa en Alre, gant hini Tudual Hervieux, e Rieux, nepell diouzh Redon. Brudet eo ar soner eus bro Gwened, e Breizh a-bezh : bet eo bet pemzek gwech kampion Breizh ar sonerion daou-ha-daou ! Krouet en doa e stal aozour e 1985. « D’ar vrasañ tout, ‘y eus bet pemp den o labourat genin, a gont Jorj. Met goude 2008 hag enkadenn an argant, eo bet digresket an traoù tamm-ha-tamm ». Tudual Hervieux, 32 vloaz, zo soner ivez. Adkemeret en doa stal e dad, Gilbert Hervieux, e 2017. Labourat a ra asambles gantañ c’hoazh, met a-benn ar bloaz a zeu ez aio Gilbert war e leve. Divizet o deus Jorj ha Tudual labourat asambles en un doare naturel. « Penaos eo deuet ar soñj ‘n em dolpiñ ? O pakañ ur banne e-pad ur fest-noz bennak, sur a-walc’h ! », eme Jorj en ur vousc’hoarzhin. « Me ‘oe me-unan er stal : hir eo an de ‘! a gont Jorj. A-benn ur blez e vo Tudual e unan-kaer ivez. Gwelloc’h e oe labourat asambl’ ! »
« Trouz ar mekanikoù n’eo ket gwashoc’h evit son ar binioù ! »
Son ar vombard a vez klevet eus an diavez. Labour zo en atalier : brenn-heskenn ar c’hoad beuz zo skignet e pep lec’h war al leur ha trouz ar mekanikoù a vez klevet a-hed an deiz. « Trouzus eo met n’eo ket gwashoc’h evit son ar binioù ! » eme Jorj. Un toullad seier lêr zo ledet war un daol, o c’hortoz bezañ gwriet. Aze e vez krouet binvioù a bep seurt : « levriadoù, bombardoù, lanchennoù », a zispleg Jorj ; « poch bras ha sac’h bihan ivez ! », eme Tudual. Laouen eo an den yaouank da gaout ur brezhoneger ampart en e gichen : kompren a ra mat ar brezhoneg met poan en deus c’hoazh da zistripañ. Labourat gant Jorj zo un doare evitañ da binvidikaat e vrezhoneg bemdez. Ganet eo e geneil e Pluigner, e bro Gwened : « klevet ‘m eus brezhoneg a-vihanik », a gont Jorj Bothua. Desket en doa seniñ pa oa 9 bloaz. Evel Gilbert Hervieux, tad Tudual, en deus Jorj Bothua desket ar vicher aozour e-unan. Tudual, deus e du, en deus graet studioù war ar vicher e bro Saoz hag e bro Skos.
Muioc’h a labour a-raok ar c’henstrivadegoù
Abaoe miz Genver, en deus kavet pep hini e lusk : p’emañ troet muioc’h Jorj war an akoustik, e ra Tudual kentoc’h war-dro alc’hwezioù ar binvioù. « Muioc’h a labour a vez a-raok kenstrivadegoù an Oriant, eme Jorj. Hag er mare-mañ ‘y eus kalz a labour dija ! » Setu justamant ur soner yaouank eus Roazhon oc’h en em gavout er stal evit ma vefe kempennet e venveg. Pa ne vezont ket en o stal, e ya pep hini da seniñ gant kamaladed. Tudual a gustum seniñ binioù kozh gant an talabarder Jef Le Gouarin. Jorj, deus e du, n’eo ket troet ken war-zu ar c’henstrivadegoù : « ‘m eus ket c’hoant gober ken. Seniñ a ran evit ar blijadur, ha setu tout ! ».
Lexique
Aozour : facteur (d’instrument)Enkadenn an arc’hant : crise financièreBrenn-heskenn : sciureKoad beuz : buisSeier lêr : poches de cuir.
© Le Télégramme https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/jorj-botuha-ha-tudual-hervieux-labourat-asambl-02-05-2019-12268327.php#YwaJIy6o1CLSDAOR.99